Hugo Grotius

Poltred Hugo Grotius gant Michiel Jansz van Mierevelt, 1631

Hugo Grotius (pe Hugo de Groot e nederlandeg) (ganet d'an 10 a viz Ebrel 1583 e Delft ; marv d'an 28 a viz Eost 1645 e Rostock) a oa ur prederour, un doueoniour hag ur gwiraour.

Un den a bouez e voe war tachennoù ar brederouriezh, ar bolitikouriezh hag ar gwir en XVIIIvet ha XIXvet kantved. Unan eus teoriennourien veur ar gwir naturel e voe ivez. Daou eus e levrioù zo bet labourioù a bouez evit ar gwir etrebroadel : De Jure Belli ac Pacis (Diwar-benn Gwir ar brezel hag ar peoc'h), embannet e 1625 e Pariz ha dediet gantañ d'ar roue gall Loeiz XIII, ha Mare Liberum (Frankiz ar morioù), embannet e 1609.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in